Kristen Noguès - Ar Bugel Koar - Video
PUBLISHED:  Feb 22, 2016
DESCRIPTION:
Marc'h Gouez (1976)
foto: Lauren Simonutti
pozioù:

Na mar karje Landregeriz
Alc'houezañ kloz dor o iliz,
Na vije ket ur bugel-koar
Bet badezet en skeud al loar.


Ar Vagerez a c'houlenne
Eus 'n aotrou Penfeunteun, un deiz:
- Mar plij ganeoc'h, din lavaret
Eus a belec'h a zistroet ? -

- Distreiñ a ran eus ar ru-vras
O prenañ ur sae satin-glas
Ma klevfac'h ar pezh 'ouzon-me
Bikenn he sae na lakafe

Ho merc'h 'deus graet ur bugel-koar,
'Vit ho kas diwar an douar:
Douget he deus-han nav miz-kloz
Etre he hiviz hag he brozh

An aotrou kozh, p'en eus klevet,
D'ar gêr buan 'zo diredet:
- Roit, ma merc'h, ho alc'houezoù
'Vit ober mezh d'ar gwall-deodoù! -

- Alc'houez an armel 'm eus kollet
Alc'houez an arc'h am eus torret
An arc'h kerkent en deus drailhet
Ar bugel-koar a zo kavet.

Pa hen broude gant spilhoù-bras,
En e galon a skoe gloaz;
Pa domme 'nezhañ eus an tan,
An aotrou a yae moan-eus-moan.

Ar bugel-koar, ar bennherez
Ar baeron hag ar vaeronez
O-fevar ez int bet losket
Dirak an boll bopl dastumet

An aotrou-kozh a ouele stenn
Hag a ziframme e vlev gwenn
O welet e verc'h o leskiñ
Pa n'en doa bugel nemeti!
follow us on Twitter      Contact      Privacy Policy      Terms of Service
Copyright © BANDMINE // All Right Reserved
Return to top